Oslo
Oslo (distaget e norvegeg, hervez ar rannyezh, ['uslu] pe ['uʃlu]) a zo kêr-benn Norvegia. Lec’hiet eo e goueled fjord Oslo. Kêr vrasañ Norvegia eo, gant ouzhpenn 500 000 annezad. Ur gontelezh (fylke) eo ivez, kelc’hiet gant kontelezh Akershus.
Deiziad krouiñ | 1048 |
---|---|
Anv | Oslo |
Anv ofisiel | Oslo |
Anv er yezh a orin | Oslo |
Anv berr | Осло, Кристиания, Христиания, Осло |
Kevandir | Europa |
Stad | Norvegia |
Kêr-benn eus | Norvegia, Akershus, Quisling regime, Oslo, Aker |
E tiriad | Oslo |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, Central European Time |
War ribl | Alnaelva, Oslofjord, Akerselva |
Daveennoù douaroniel | 59°54′48″N 10°44′20″E |
Penn an aotrouniezh | Eirik Lae Solberg |
Ezel eus | C40 Cities Climate Leadership Group, International Cities of Refuge Network |
Raklec'hiet gant | Christiania |
Heuliet gant | Christiania |
Darvoud-alc'hwez | C'hoarioù Olimpek goañv 1952 |
Prizioù resevet | National urban environment award |
Present in work | Civilization V |
Kod-post | 0001–1299 |
Arload ofisiel | Oslo - Official City App |
Lec'hienn ofisiel | https://www.oslo.kommune.no/ |
Blog ofisiel | https://aktuelt.oslo.kommune.no |
Ardamezioù | coat of arms of Oslo |
Sant paeron | Hallvard Vebjørnsson |
Ekonomiezh an danvez | economy of Oslo |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Oslo |
Time of earliest written record | 1048 |
Category for the view of the item | Category:Views of Oslo |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Oslo |
En Oslo emañ parlamant Norvegia (Stortinget), palez ar roue, ar ministrerezhioù, Eskemmdi Norvegia, hag all.
Douaroniezh
kemmañEmañ Oslo e goueled ur fjord. A-hend-all eo kelc’hiet kêr gant menezioù. War tiriad ar gumun ez eus 343 a lennoù. Ar menez Kirkeberget (629 m) eo lec’h uhelañ ar gêr.
-
Oslo gwelet eus Holmenkollen
Istor
kemmañHervez ar sagaoù skandinavek e vefe bet savet Oslo en-dro d’ar bloavezh 1048 gant ar roue Harald III. Dianav eo orin an anv ‘’Oslo’’.
Dont a reas da vezañ kêr-benn ar vro dindan ren Håkon V (1299-1319) a voe ar roue kentañ oc’h ober e annez eno hag a lakaas sevel kastell Akershus. E 1387 e tremenas rouantelezh Norvegia dindan dalc’h Danmark ha dont a reas Oslo da vezañ ur gêr a eil renk, pa oa ar roue o chom e Kopenhagen. Ne voe digoret ur skol-veur eno, da skouer, nemet e 1811.
Distrujet e voe Oslo gant an tan e 1624 hag adsavet e voe goude, en tu all d’ar fjord, e-kichen kastell Akershus, gant ar roue Christian IV Danmark, a roas e anv d’ar gêr : Christiania pe Kristiania.
-
Kastell Akershus
E 1814 e voe dizunvanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, ha dont a reas Kristiania da vezañ ur gwir gêr-benn. Kalon ar c’henwerzh hag ar sevenadur e Norvegia e oa ha meur a savadur bras a voe savet eno e-pad an XIXvet kantved, evel Palez ar Roue (1848), ar Parlament pe Stortinget (1866), ar skol-veur (1811), ar C’hoariva Broadel…. Dre ar bed a-bezh e oa brudet arzourien Christiania evel Henrik Ibsen, Edvard Munch, Knut Hamsun pe Sigrid Undset (Priz Nobel al lennegezh) : un oadvezh aour e voe ar mare-se evit Christiania war an dachenn sevenadurel.
Adkavout a reas kêr hec’h anv kozh, Oslo, e 1925.
E 1952 e voe aozet ar C’hoarioù olimpek goañv en Oslo, ar pezh a roas brud d’ar gêr. E miz Mae 1995 ez eo eno e voe sinet Emglev Oslo etre Israeliz ha Palestiniz.
Gevellerezh
kemmañEmglevioù kenlabour zo bet sinet gant ar c'hêrioù ha rannvroioù da heul :[1]
- Göteborg, Sveden
- Schleswig-Holstein, Alamagn
- Shanghai, Sina
- Sant Petersbourg, Rusia
- Vilnius, Lituania
- Varsovia, Polonia
Ur c'hustum kozh gant Oslo zo kas ur wezenn Nedeleg bep bloaz da gêrioù Washington, D.C., Londrez, Rotterdam, Antwerpen ha Reykjavík.[1][2]. Oslo a gas abaoe 1947 da Londrez ur spruñs, 20-25 metr e uhelder, a c'hall bezañ 50 da 100 bloaz. Se da lak war-wel e anavez mat dalc'h war sav Breizh-Veur outañ e-pad an Eil Brezel-bed.
Tud brudet
kemmañ- André Bjerke, skrivagner (1918-1985)
- Jostein Gaarder, skrivagner
- Jens Stoltenberg, politikour
- Kåre Willoch, politikour