klask
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatholicon (1499): claſq.[1]
Anv-kadarn
klask
- Ar c'hlask : ar mont da glask.
- Bezañ klask (da un den, war un dra, war-lerc'h udb).
- Klask zo dezhañ.
- Lakaat klask.
- Ober klask : klask.
- Ober klask en oferenn : kestal.
Troioù-lavar
- bezañ klask war un dra
- lakaat klask war un dra
Deveradoù
Krennlavar
- Ar c'hlask a zo frank, Ar c'haoud n'eo ket stank.
Verb
klask /ˈklask/ (anv-gwan-verb : klasket) (displegadur)
- Ober un den hag a sell pelec'h emañ tra pe den.
- Klaskit hag e kavfet.
- Neb a glask a gav. Neb a glasko a gavo.
- klask un den, ur beleg, ur medisin, ur pried, un toer, tud (gwelout tuta)
- Ma vije bet ret din mont d'az klask az pije bet keuz. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 63.)
- Seza, mall warni, a ziskennas dre ar wenodenn da vont da glask dornerien all. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- klask un dra, ul loen, loened:
- [...] ; Hag a-us d'an nor-borzh e welas kludet an evn a glaske. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 18.)
- [...] ; gwelet a reas evned hag a glaske o nez da gousket er brouskoajou, [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 127.)
- An aotrou de la Marche a choulennas diganto petra glaskent. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 19.)
- klask frouezh, kebell-touseg, kistin , sivi, (gwelout frouesha, kistina, sivia)
- klask un dra (boued, keuneud, labour, louzoù, ur c'huzh), un den (ur beleg, ur medisin, ur pried) da unan bennak :
- Aet eo da chaseal d’ar c’hoad Da glask deoc’h un draig bennak, — (Fañch an Uhel, Gwerziou Breiz-Izel 1, An Oriant, 1868, p. 6.)
- Met piv ac’h aje da glask louzoù dezhañ ... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 83.)
- klask c’hwen da ul loen, geot d’al lapined :
- Klaskomp c’hwenennoù d’ar c’hazh, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 117.)
- Klask un dra , ul lec'h d'ober un dra
- Klask un ti all da guzhat, — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 20.)
- klask un den da vevel, da bried :
- Klask unan all da borzhier, — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 12.)
- klask un den da ober un dra
- klask ober un dra
Deveradoù
Troioù-lavar
- klask abeg
- klask afer (ouzh unan bennak)
- klask an aluzen
- klask an Ankou (da ub)
- klask bara
- klask bod
- klask boued
- klask dibun d'ur gudenn
- klask e zifennoù
- klask fred
- klask gouzout
- klask gwarez
- klask kann,
- klask labour
- klask laou (da ub)
- klask e neuz
- klask ober un dra
- klask ar poell eus udb : klask kompren
- klask peadra (da unan bennak, da ober un dra bennak)
- klask peg,
- klask pemp troad d'ar maout
- klask penn, eus ub, da ub (d'ur gudenn), ouzh ub,
- klask pleg , klask e bleg d'ober un dra
- klask rev
- klask e ribinoù (da dec'hel)
- klask e riboùloù (da dec’hel) : klask tec’hel
- klask tabut (ouzh ub)
- klask toull
- klask trabas
- klask tro, klask tro da ziverrañ
- klask an dro, klask e dro (d'ober un dra), klask kan ha kant tro, klask kammdroioù
- klask trouz,
- klask tu, klask an tu da ober un dra bennak, klask e du
- klask un den da ober un dra
- klask ur spilhenn en ur galzenn blouz
- klask ur spilhenn e-touez bernioù foenn
- klask vioù e neizhioù warlene
- An hini a ya gand e votou war an ed
a ya dïarc'henn da glask e voued. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 304.)
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | klask |
dre vlotaat | glask |
dre c'hwezhañ | c'hlask |
dre galetaat | digemm |
amreizh | digemm |
klask /ˈklask/
- Furm ar verb klask e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ
- Met ar wreg-se n' ho kar ket, me hen goar mat, hag e klask zoken an tu da em dizober ouzhoc'h evit bevañ gant un all a gar muioc'h. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 179.)
- — Labour petra ? An hini ma klask labour a gav ma kar... — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 105.)
- Furm ar verb klask en eil gour unan an doare-gourc'hemenn
- — Nann, ma breurig paour, klask din hepken ur bannac'h laezh fresk, ha me ' gred e raio vad din. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 92.)
- — Klask keuneud d'am mamm, a zo er gêr. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 110.)
- — Klask gouzout petra a raio Mona Dilaser eus he fenn-devezh. [...]... — (Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, Al Liamm, 1986, p. 18.)
Troidigezhioù
- galleg : (elle)/(il) cherche (fr) (à)
- galleg : (elle)/(il) essaie (fr) , essaye (fr) (de)
- galleg : (elle)/(il) mendie (fr)
Roll an daveoù :
- ↑ Jehan Lagadeuc, Claſq, Le catholicon en troys langaiges scavoir est breton franczoys et latin, 1499, war lec'hienn ar Bibliothèque nationale de France.