Afroamerikaned
An Afroamerikaned, pe ar re Zu amerikan, a reer eus ar Stadunaniz du o c'hroc'hen, diskennidi evit al lodenn vrasañ anezho eus ar sklaved degaset eus Afrika issahara da Amerika etre 1619 ha 1810. Un issevenadur dezho o-unan o deus krouet. 46 713 850 e oant e 2019[1].
Stourm politikel
Stourmet o deus an Afroamerikaned a-enep ar sklaverezh ha diforc'hidigezh ar gouennoù en XIXvet hag XXvet kantved. Araokadennoù a zo bet gant Trizekvet Enkemmad Bonreizh ar Stadoù-Unanet e 1865 diwar-benn freuzidigezh ar sklaverezh, ar Pevarzekvet Enkemmad e 1868 diwar-benn ar geodedourelezh stadunanat, hag ar Pempzekvet Enkemmad e 1870 diwar-benn ar gwir mouezhiañ. Diaesoc'h eo bet lakaat anezho da dalvezout e Su ar vro avat, abalamour d'al Lezennoù Jim Crow ha d'ar C'hu Klux Klan.
A-drugarez da luskad ar gwirioù keodedour, oberiant etre 1954 ha 1968 dreist-holl, ez eus bet votet lezennoù kevreadel evit lakaat termen da hanbarzh ar gouennoù er vro a-bezh. Adalek 2013 e stourm al luskad Black Lives Matter a-enep an diforc'hidigezh graet gant ar polis.
Tud afroamerikan brudet
Stourmerien politikel evit ar re Zu
Politikourien
- Barack Obama, prezidant ar vro etre 2009 ha 2017
- Kamala Harris, bezprezidantez afroamerikan hag aziat-amerikan
Sinema
Sonerezh
Sportourien
- Jesse Owens, atletour
- Muhammad Ali, boksour
- Mike Tyson, boksour
- Michael Jordan, basketour
- Serena Williams, c'hoarierez tennis
Notennoù ha daveoù
- ↑ Demographic and Housing Estimates (Age, Sex, Race, Households and Housing, ...) e factfinder.census.gov.