Mont d’an endalc’had

Bual Afrika

Eus Wikipedia
Bual Afrika


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Bovinae
Genad : Syncerus
Anv skiantel
Syncerus caffer
Sparrman, 1779
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Bual Afrika (Syncerus caffer) a zo un daskirier bras hag a vev en Afrika issahara. Ar spesad nemetañ eo er genad Syncerus.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul loen mentek eo bual Afrika, etre 2 ha 3 metr e hirder hag ul lost etre 75 cm hag 1 m. Betek 1.70 m (live e skoaz) e c'hell bezañ. Bras eo e benn ha ledan e vruched. Kerniel ar par a vez juntet gant ur bos hag a zo ur gwir skoed a c'holo ar penn a-bezh.

Al loened yaouank zo goloet o c'horf gant ur vlevenn stank a ya war rouesaat gant an oad.

Disheñvel eo ment ar bualed hervez an isspesadoù : Hanter-vrasoc'h eo Syncerus c. caffer (a vev e savanennoù ar reter) eget Syncerus c. nana (a vev e koadeier kehederel).

A-hed ar bloaz e ouenn bualed Afrika, met aliesoc'h e c'hoarvez da goulz ar glaveier (etre miz C'hwevrer ha miz Gouere er blaenenn Serengeti da skouer).

Padout a ra an dougen ur bloavezh pe dost a-raok genel ur menn nemetañ a zo war-dro 40 kg a bouez.

Ar par a guita e vamm d'an oad a 2 vloaz evit mont gant ur strollad bualed yaouank. Ar barez a chom gant he mamm betek ma c'han he menn kentañ.

O oad gour a vez tizhet da 5 bloaz gant ar barez ha war-dro 8 pe 9 bloaz gant ar par.