Mont d’an endalc’had

Madeleine Sologne

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Madeleine Sologne, pe Madeleine Simone Vouillon hec'h anv en ti-kêr, bet ganet d'ar 27 a viz Here 1912 e La Ferté-Imbault (Loir-et-Cher, Bro C'hall) hag aet d'an Anaon d'an 31 a viz Meurzh 1995 e Vierzon (Cher), a oa un aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.

Bet desavet en un tammmig tiegezh[1] e kuitaas he c'hêriadenn nepell diouzh Romorantin, war-lerc'h marv he mamm e 1930, da vont da bPariz. Goude bezañ labouret evel deskardez e ti Caroline Reboux (1837-1927), togerez vrudet ar c'houlz, e tigoras he stal gabellerez hec'h-unan. Diwar levezon al livour gall-polonat Mojżesz Kisling (1891-1953), a oa Madeleine Vouillon e batromez dezhañ, e krogas-hi da heuliañ kentelioù war ar c'hoariva. Kennerzhet gant ar perzh he devoa dalc'het e 1934 er pezh-c'hoari Boccace, conte 19 gant Julien Luchaire (1876-1962) e reas-hi he mennozh mont war-du metoù ar sinema : roet e voe roll bihan ur vicherourez dezhi er film La vie est à nous gant Jean Renoir, deuet e-maez e penn-kentañ miz Ebrel 1936. Er bloaz-mañ e timezas da Alain Douarinou (1909-1987), hag eñ kameraour ha rener ar skeudenniñ.

Dibabet he devoa kendelc'her gant ar vicher-se oc'h ober gant an anv-leurenn Madeleine Sologne da zougen bri da Sologne, he rannvro orin.

He filmoù (er sinema)

1936-1939 : triwec'h film

1940-1949 : triwec'h film (c'hwec'h ha tregont en holl)

1950-1959 : ur film (seizh ha tregont en holl)

1960-1969 : ur film (eizh ha tregont en holl)

1970-1979 : ur film (nav ha tregont en holl)

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. He zud : Simon Basile Sylvain Vouillon 1875-1956 ha Madeleine Berthe Bonnasseau 1879-1930.