Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Muskildi

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Evit an den dizanv na blij ket dezhañ lenn "a-us da": https://br.wiktionary.org/wiki/a-us Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 C'hwe 2014 da 16:44 (UTC)[respont]

D'ar yezhadurourig dizanv: brav eo menegiñ "ul levr yezhadur"... ma anavezez unan ken mat e vi gouest da reiñ e anv hag ar bajenn . Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 C'hwe 2014 da 16:52 (UTC)[respont]
Goude lenn : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Muskildi&diff=1556495&oldid=1556492. Marteze e vo kavet ul levr yezhadur a savo kontrol da Fañch an Uhel, Jakez Riou, Jules Gros. Neuze e vo gallet reiñ e anv amañ. Trist eo gwelout yaouankizoù a zo gouest da lakaat "ar yezhadur" (pehini, n'ouzer ket) a-us d'ar yezh evel ma teu gant brezhonegerien, hag a garfe skeiñ bec'h o zammig gouiziegezh war chouk an dud. Salv ma ne vo ket roet galloud dezho amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 C'hwe 2014 da 17:17 (UTC)[respont]

Me a sin ma evezhiadennoù (gant ma anv gwir), n'eus ket ur "yezhadurourig" ac'hanon evel B-B, ne ran ket fae war an dud na roont ket daveoù resis evel ma ra B-B (a ra fae ha na ro ket daveoù, nag amañ nag en e vrizhpennadoù), n'on ket yaouank (ober fae war ar "yaouankizoù" pa 'z eur gopret da gelenn dezho !), hag ur yezh dereat, da lavaret eo reizh e-keñver yezhadur, a brizian koulz e brezhoneg hag e forzh pe yezh ; ne soñj ket din e ve mat skrivañ en un holloueziadur evel ma komzer, met pa lenner "labour" B-B e komprener e savboent.
Ar pezh a rank B-B gouzout eo :
- n'eus yezh wirion ebet hep yezhadur, zoken ar 日本語 (studiit ha marteze e komprenot, B-B) ; moc'hañ ene ur bobl hag ar strivoù he deus graet hag a ra c'hoazh da ezteurel meizadoù kempleshoc'h-kempleshañ eo mastariñ ar yezhadur, evel ma ra B-B er moc'hajoù a bost er wikipedia brezhonek
- heñvel ouzh hini "a-dreñv" eo implij "a-us"/"a-uc'h", alese "a-dreñv an ti"/"a-dreñv din" hag "a-us an ti"/"a-us din" ; heñvel evit "a-is" ; displeget e vez "a-raok" ("a-raok an hañv", "araozon", "em raok") ; forzh pe vrezhoneger dereat a skrivo kement-se, zoken pa vo laoskoc'h e yezh komzet
- mar n'eo ket gouest B-B da gavout daveoù hep na vijent lakaet dirak e fri, daoust dezhañ chom hep reiñ daveoù, mont da deurel ur sell e Geriadur Brezhoneg An Here pe hini Ménard da gregiñ
- skuizhus eo evit lennerien wikipedia gwelet bemdez B-B o c'hoari e damm pennkelenner war ar yezh, war wikipedia ha war an divezouriezh a-hed an amzer, kement-se war un ton faeüs, dismegañsus, aotrouniek ha baltek a zo dezverkus d'ar faskouriezh. Salv ma ne vo ket roet galloud dezho amañ., a gred B-B skrivañ ! Evel pa vije wikipedia un afer a c'halloud... gwir eo ez eo evel-se e sell ar faskourien ouzh kement obererezh kevredigezhel ; re bell d'am meno eo chomet ar galloud gant B-B er wikipedia brezhonek.Yoel ar C'horr (kaozeal) 21 C'hwe 2014 da 21:15 (UTC)[respont]


Kement ha ma ouzon, n'eus ket gwir da ziverkañ traoù diwar ar pajennoù kaozeal (war-bouez vandalerezh…), setu ma'z adlakaan an traoù bet disverket. Me 'gav din eo degemeret ivez ne vez ket meneget traoù 'zo kennebeut (ha setu perak em eus disverket un dra…). Bremañ, ma ne zere ket tra pe dra er bajenn-mañ, e c'hello merour pe verour ober war-dro moarvat, diuntuek.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 14:07 (UTC)[respont]

Feuket-bras e choman o stadañ e c'hall unan bennak ober faskour eus unan bennak all amañ. Re bell ! N'ouzon dare pe oad eo Yoel ar C'horr ha n'eus forzh met chañs 'zo n'en defe ket gouzañvet ar gwir faskouriezh. Ha gwell a se dezhañ ! Mar plij ganeoc'h, n'haller ket degemer e vefe graet gant 'r seurt geriaoueg etre tud hag a zo o klask ober d'hon yezh araokaat.
Aes-kenañ eo lakaat an tabut da sioulaat da vat : ra vo roet gant Yoel ar C'horr daveoù ar yezhadur(ioù) m'en devoa kavet meneg eus a-us un dra bennak hag a-us d'unan bennak. Evidon-me, klasket em eus...en aner. Ha diwar ar skouerioù niverus a gaver sof-kont e-barzh hon lennegezh e-keñver a-us d'un dra bennak...--Prieladkozh (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 15:17 (UTC)[respont]

Din n'eo ket un afer a yezh, meur a gaoz zo bet diwar poent pe boent hag a vo c'hoazh, met un afer a zoareoù-bevañ. Kousket eo ar verourien, a dlefe kelenn an doareoù mat d'ar ouezidi evel hennezh. D'am sonj eo grevus ober faskourien eus an dud (poent Godwin pe get), difennet groñs gant ar wikipedia, neuze e skarzhan adarre. Traoù all zo bet diverket gant hennezh, ha gant re all ivez, difennet ken groñs all, ha netra n'eus bet laret dezho. Ra vin ar c'hentañ kastizet mar karer. Pa vo lakaet urzh gant ur merour bennak, ma vez adlakaet pezh am eus diverket uheloc'h, e vo adlakaet ivez hep mar kement tra zo bet diverket gant ar Yoael hag ar re all diwar ar pajennoù kaozeal all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 16:57 (UTC)[respont]

Skouer eus kaozioù diverket, digastiz:

Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 08:50 (UTC)[respont]

Skouer eus un diskleriadur a-enep ur wikipedour all, difennet gant ar wikipedia: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer:Sad_Edgar&diff=prev&oldid=1543956 hag aotreet gant ar verourien en desped d'ar reolennoù.
Reolenn enep an tagadennoù personel : https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Tagadennoù_personel

Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 08:47 (UTC)[respont]

Den n'en deus d'ober ar polis e-unan amañ, neuze ec'h adlakaan ar respont. Evidon-me, meur a wech on bet kunujennet amañ ha ne'm eus ket disverket an traoù. Ma fell da BB pe da unan all e vefe disverket n'en deus nemet goulenn digant ur merour en ober.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 11:14 (UTC)[respont]

Ha ger ebet diwar-benn an traoù mezhus - n'eo ket dister ober gant faskour ha faskouriezh e-keñver unan bennak all - skrivet gant Yoel ar C'horr amañ ?????!!!! N'oc'h ket feuket, tamm ebet ?????!!!!! E peseurt bed emaoc'h o vevañ a-barzh fin ar gont ? Gant ar vezh, heuget on evit gwir.--Prieladkozh (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 11:51 (UTC)[respont]
Eo, feuket e oan bet gant ar gerioù-se, daoust ma'z int ken implijet a-dreuz hag a-hed m'o deus kollet o gwir dalvoudegezh (Gallet e vefe bet disverkañ nemet an tammoù-se, ha neket skarzhañ pep tra: doare aes). Feuket oc'h obet ivez, OK. Met ne'm eus ket soñj bezañ lennet dindan ho pluenn e oac'h bet feuket pa vezen-me kunujennet, ha ne ziskouezit ket bezañ feuket gant gerioù disprizus evel "gouezidi", "tud trelatet", "frioù lous" (ne'm eus ket amzer da glask traoù all)...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 12:19 (UTC)[respont]
Gwir a lârit ha mat eo din dont d'ar gêr : n'eo ket gerioù gwall zereatoc'h ; n'in ket d'o c'hretaat ivez. Evidon-me ez eus bet treuzet ur vevenn gant Yoel ar C'horr : ret eo kemer divizoù pouezus an abretañ ar gwellañ evit na vo ket adc'hraet na gantañ na gant den ebet all. N'haller ket chom etre daou oc'h en em c'houlenn ha miret o deus ar gerioù faskour ha faskouriezh ar memes talvoudegezh. Re c'hrevus eo ha chom a ran mantret gant muderezh ar verourien !--Prieladkozh (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 12:35 (UTC)[respont]