tro-war-dro
Brezhoneg
Adverb
tro-war-dro
- A zo tro-dro, e-kichen, nepell.
- Ken na grene ar menezioù tro-war-dro ... — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 74.)
- Mont a reas evel-se da welet e holl gamaladed tro-war-dro ... — (Fañch Peru, Kañfarded Milin ar Wern, Skol Vreizh, 2008, p. 12.)
- Hemañ n'en deus ket e bar dek lev tro-war-dro ... — (Fañch Peru, Kañfarded Milin ar Wern, Skol Vreizh, 2008, p. 12.)
- « Daoust ha didud tre eo an enezenn ? » emezañ. « Kredabl, rak n’eus ket eur vouez tro-war-dro. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 123.)
- Bet oun o skei war zor ar Gwerzig a zo d’ezañ kement park a zo amañ, tro-war-dro. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 83.)