Y Wladfa
Y Wladfa, pe Gwladfa Patagonia, eo an anv kembraek roet d'ur c'hornad eus proviñs Chubut, e Patagonia, en Arc'hantina, e-lec'h ma tivroas un toullad mat a Gembreiz en XIXvet kantved. Talvezout a ra an anv-se kement hag "an drevadenn" e brezhoneg. Da vroioù all ez eus aet Kembreiz da sevel kumuniezhioù, da Pennsylvania e SUA, pe da Aostralia, met er Wladfa eo emañ ar c'hembraeg en e wellañ.
Adalek 1865 e krogas Kembreiz da zont da Arc'hantina ha sevel a rejont trevadennoù a-hed aodoù proviñs Chubut, e Patagonia. En XIXvet hag e deroù an XXvet kantved e veze atizet Europaiz gant gouarnamant Arc'hantina da zont da boblañ ar vro e-maez bro Buenos Aires. Etre 1856 ha 1875 e oa savet 34 c'hêriadenn gant tud a bep seurt broadoù etre Proviñs Santa Fe hag Entre Ríos. Ouzhpenn an drevadenn bennañ, e Chubut, e oa savet unan vihanoc'h e Santa Fe gant 44 C'hembread aet kuit eus Chubut, hag ur strollad all a yeas da chom da Coronel Suárez e su proviñs Buenos Aires[1].
E deroù ar c'hentañ kantved warn-ugent e savfe an niver a dud a orin kembreat e Patagonia da 50 000[2]. Kreizennet eo ar gumuniezh a orin kembreat en Arc'hantina e Gaiman, Trelew ha Trevelin[3]. Kreiz kalon ar Wladfa eo Dyffryn Camwy, traoñienn ar stêr Camwy, anv kembraek ar Río Chubut. Hervez istimadenn proviñs Chubut hec'h-unan e vefe war-dro 1500 kembraeger eno, e-skoaz tu all a istim o niver da 5000[4]. Lañs zo gant ar yezh en-dro, gant kantadoù a dud yaouank ouzh he deskiñ.
Istor
kemmañAn drevadennerien gentañ
kemmañAr soñj da grouiñ un drevadenn gembraek e Suamerika a zeuas d'ar pastor Michael D. Jones, ur prezeger brogarour a oa o vevañ e Bala, en hanternoz Kembre. Broudañ a rae e genvroidi da vont da sevel "ur Gembre nevez pell diouzh Kembre". Michael D. Jones a dremenas ur pennadig amzer er Stadoù Unanet, met gwelout a reas eno en em lakae an divroidi deuet eus Kembre da gomz saozneg goude ur pennad ha da goll ar pep brasañ eus o c'hembreadelezh. Abalamour da se e kinnigas sevel un drevadenn gembraek pell diouzh levezon ar saozneg.
Tuta a reas trevadennerien hag arc'hantañ anezhe. Soñjal a reas en Aostralia, Zeland Nevez ha memes e Palestina da gas anezhe, met a-benn ar fin e oa choazet Patagonia abalamour d'he digenvezted ha dre ma kinnigas Arc'hantina, en un doare a seblante brokus, 260 km² douar hed-ha-hed ar stêr Chubut gant ma rafent o annez eno ha ma talc'hfent evit Arc'hantina ar vro-se o oa da gemer digant an henvroidi c'hoazh.
E-tro diwezh 1862 ez eas ar c'habiten Love Jones-Parry ha Lewis Jones (an hini a roas e anv da Drelew) da Batagonia da zivizout hag eñ e oa ul lec'h mat evit divroerien eus Kembre. Tremen a rejont e Buenos Aires m'en em gavjont gant Ministr an diabarzh, Guillermo Rawson, ha goude bezañ en em glevet gantañ ez ejont etrezek su ar vro. Mont a rejont da Batagonia e bourzh ur vag vihan anvet Candelaria, hag e voent kaset gant ur barrad amzer en ur bae a oa badezet "Porth Madryn" gante diwar anv douaroù Jones-Parry e Kembre. Puerto Madryn eo anv ar gêr a greskas e-kichen al lec'h ma touarjont. Ur wezh distro e Kembre e oa roet da c'hoût gante e oa mat ar vro da drevadenniñ.
Kroget e oa trevadenniñ traoñienn Chubut hag ar vro tro-dro adalek ar 27 a viz Gouere 1865 gant 153 C'hembread deuet e bourzh ar Mimosa, ul lestr a rae kenwerzh an te da gustum. Feurmiñ ar Mimosa hag he c'hempenn da gas beajerien a oa koustet £2500, ha priz ar veaj eus Liverpool betek Patagonia a oa £12 evit an dud gour ha £6 evit ar vugale, daoust ma voe kemeret forzh piv a felle dezhañ kemer perzh en avantur hep derc'hel kont eus ar fed ma oa gouest da baeañ pe get[5]. E-touez an dud a bignas e bourzh ar Mimosa e oa 56 den gour euredet, 33 gwaz dizimez pe intañv, 12 maouez dizimez (c'hoarezed pe mitizhien eus an drevadennerien peurliesañ), ha 52 vugel. Bez e oa kemenerien, kereon, kilvizien, mañsonerien, ha mengleuzerien. Un nebeud labourerien-douar a oa ivez a oa glac'haret pa oa dizoloet gante e oant bet touellet gant deskrivaduroù kaer eus ar vro hag en em gavent en un hanter gouelec'h krin hep kalz boued. Kontet e oa bet dezhe e oa heñvel ar vro ouzh izeldirioù Bro-Gembre! War an aod e oa nebeut a zour mat da evañ hag a strollad a rankas treuziñ ar blaenenn disec'het war-droad gant ur garrigel hepken da zougen o zraoù. Lod a varvas ha ganet e oa ur c'hrouadur anvet Mary Humphries e-doug ar gerzhadenn. John Williams a oa an den nemetañ er strollad gant an disterañ anaoudegezh eus ar vezegiezh.
Ur wezh e traoñienn ar stêr Chubut e savjont o annez kentañ, anezhañ ur c'hreñvlec'h bihan a zeuas diwezhatoc'h da vezañ kêr Rawson, hiziv kêr-benn proviñs Chubut. Distrujet e oa ar c'hentañ tier gant un dic'hlann e 1865, ha savet e oa tier nevez. Kaset e oa kuit ivez an trevadoù avaloù-douar ha maiz gant an dour-beuz. Ouzhpenn-se e oa kalz disteroc'h ar glaveier er vro evit ar pezh a oa an drevadennerien e sell da gaout ha kalz eus an traoù o doa klasket gounit eno a yeas da fall.
Berzh an drevadenn 1866–1888
kemmañEn em gavout a reas an drevadennerien gant an henvroidi, an Dehuelcheed war-dro bloaz goude ma oant erruet er vro. Goude un nebeud bloavezhioù disfiz diaez hag un tamm feulster e oa skoulmet darempredoù mat etre an Dehuelcheed hag ar Gembreiz, hag e sikourjont an drevadenn da zerc'hel an taol daoust d'an diouer a voued. Atizet gant Aaron Jenkins (e wreg Rachel an hini a oa an hini gentañ a soñjas ober gant kanouc'helloù en un doare sistematek) e savas an drevadennerien ar c'hentañ reizhad kanouc'helladur eus Arc'hantina a-drugarez da zour ar stêr Chubut (Afon Camwy, "Stêr Gammdroek" e kembraeg). Kanouc'hellet e oa ur gorread pemp pe c'hwec'h km a bep tu d'ar stêr war 80 km hed.
Kêrioù
kemmañ- Rawson, kêr-benn Proviñs Chubut
- Gaiman, ar gêr gembraekañ er vro
- Dolavon
- Trelew
- Esquel
- Trevelin, e Cwm Hyfryd, e-harz an Andoù
Levrlennadur
kemmañ- (fr) F. Maurel, Gwladfa Patagonia : la colonie galloise du Chubut 1865-1915, tezenn doktorelezh, Skol-veur Breizh-Izel, Brest, 2003.
- (cy) R. Bryn Williams, Y Wladfa, Gwasg Prifysgol Cymru, 1962
Liammoù diavaez
kemmañ- Glaniad, istor Kembreiz Patagonia, e teir yezh, kembraeg, spagnoleg ha saozneg
- film kembraek db. kembraegerien ar c'hornad
Notennoù
kemmañ- ↑ Birt, Paul W. (2005). "Welsh (in Argentina)", in Diarmuid Ó Néill (ed.): Rebuilding the Celtic Languages. Talybont : Y Lolfa. 146 p. ISBN 0-86243-723-7.
- ↑ Wales and Argentina. Wales.com website. Welsh Assembly Government (2008). Kavet : 24 December 2010.
- ↑ Berresford Ellis, Peter (1983). The Celtic revolution: a study in anti-imperialism. Talybont : Y Lolfa. 175–178 p. ISBN 0-86243-096-8.
- ↑ Western Mail, 27 Dec 2004
- ↑ Wilkinson, Susan (September 1998). "Welsh immigrants in Patagonia: Mimosa, the old ship that sailed into history". Buenos Aires Herald. Kavet : 2007-01-05.