Lazhadeg Granada
Lazhadeg Granada zo ul lazhadeg yuzevien e 1066, d'an 30 a viz Kerzu (d'an 9 eus tevet e 4827, hervez an deiziadur hebre), e voe ar washañ eus al lazhadegoù yuzevien sefarad graet gant ar vuzulmaned e ledenez Iberia, hag a c'hoarvezas e kêr-benn Taifa Granada.
Un engroez tud ac'h eas e Palez Real Granada, a oa neuze dindan veli muzulmaned al-Ándalus, hag ar vizir yuzev Yusuf ibn Nagrela (mab da Semuel ibn Nagrella) a voe lakaet war ar groaz ha lazhadeget e voe yuzevien kêr : " Ouzhpenn 1.500 tiegezh yuzev, da lavarout eo 4.000 den, a varvas en un den".
Honnezh eo kentañ lazhadeg yuzevien al Ledenez dindan ar galloud islamek, hag ivez kentañ progrom Europa.
Joseph ibn Naghrela
kemmañJoseph ibn Naghrela, pe Joseph ha-Nagid (en hebreeg רבי יהוסף בן שמואל הלוי הנגיד Ribbi Yehosef ben Shemu'el ha-Lewi ha-Nagid; en arabeg : ابو حسين بن النغريلة Abu Hussein bin Naghrela) (15 a viz Gwengolo 1035 – 30 a viz Kerzu 1066), a oa vizir gant ar roue berber, Badis al-Muzaffar, roue Granada, ha penn kumuniezh ar yuzevien. Mab e oa d'ar barzh hebreek Samuel ibn Naghrillah.
Ditour eus e vugaleaj a gaver e dastumad barzhonegoù hebreek e dad ma skriv Joseph e krogas da adskrivañ d'an oad a eizh vloaz hanter. Kontañ a ra e oa aet gant e dad, pa oa nav bloaz hanter, e nevezhañv 1045, d'an emgann, hag eno e voe tapet gant kleñved ar gêr, ha diwar gement-se e skrivas un tamm barzhoneg vihan.
E gentañ mestr-skol e oa e dad. Eus ul lizher digantañ da Rabbi Nissim Gaon attributed to him,[5] in which Joseph refers to himself as R' Nissim's disciple, it is possible to infer that he also studied under R' Nissim at Kairwan.[6] Joseph a zimezas da verc'h R' Nissim. Pa varvas R' Shmuel, e voe kemeret e lec'h gant Joseph evel vizir ha rabbi, ha ren war un dro ur yeshiva a bouez. E-touez e studierien e oa Rabbi Isaac ben Baruch ibn Albalia ha Rabbi Isaac ibn Ghayyat.
Pogrom
kemmañHervez an istorour stadunanat Walter Laqueur e oa ur pogrom. E 1090 e kouezhas an almoravided, ha Youssef Ibn Tachfin en o fenn, war ar yuzevien adarre.Er bloaz-se ez echu, hervez lod, oadvezh aour ar sevenadur yuzev e Spagn.