Gloucester zo ur gêr hag un distrig e mervent Bro-Saoz, tost da harzoù Kembre. Kêr-benn kontelezh Gloucester eo.

Keoded Gloucester

An iliz-veur

51°52'12.0" N – 2°14'24.0" K
Douaroniezh
Statud Keoded (1541)
Rannvro Mervent Bro-Saoz
Kontelezh Gloucestershire
Gorread 40,54 km²
Kod ONS 23UE
Demogafiezh
Poblañs
Stankder
128 500 (2016)
3 170 ann./km²

Internet www.gloucester.gov.uk

War ribl dehoù ar stêr Hafren emañ. Gant an aradennad runioù Cotswolds eo gwarezet er reter tra m'emañ Koadeg Dean ha Tuchennoù Malvern er c'hornôg hag er gwalarn.

Ur porzh eo Gloucester. Gant Kanol Gloucester ha Sharpness eo liammet ouzh genoù an Hafren.

Gerdarzh

Gleawceaster en hensaozneg, eus al latin Coloniae Glev (IIvet kantved), eus Glevo, un anv keltiek a dalv "lec'h luc'hus" (levezonet marteze gant an hensaozneg gleaw "fur, evezhiek") + hensaozneg ceaster "kêr roman"[1].

En Istor

Rivet & Smith(Petra eo ?), p. 368-69 :

  • RIB 161 : enskrivadur kavet e Bath : DE(URIO) COLONIAE GLEV(ENSIS)
  • CIL VI 3346 (ur bez e Roma) : ... frumentarius Legio VI (Colonia) Ner(via) GLEVI
  • JRS XIX = CIL XVI 130 : pro GLEVI exspectas GLEVO
  • E.E IX. 1283, 1284 : Res Publicar Glevensium
  • I.A 4854 (Iter XIII) : CLEVO
  • Ravenna 10629 : GLEBON COLONIA
  • Ravenna 10612 : CLAVINIO / CLAVIMO
E yezhoù all

Ardamezioù

kemmañ
  En aour e deir c'hebrenn en gul eilet gant dek bezantenn en gul, 3, 3, 3, 1.

Henamzer

kemmañ

Faezhet e voe an Dobunni, gant Legio II Augusta kaset gant Vespasianus, e Corinium (Cirencester) e 49-50. Legio II Augusta a voe staliet eno betek 57, pa voe kaset da Isca Dumnoniorum (Exeter) ; Legio XX Valeria, staliet bete henn e Camulodunum / Colchester, a yeas d'en em staliañ e Glevum.

Goude 66-67 e voe kaset Legio XX Valeria Victrix da Viroconium (Wroxeter), ha Legio II Augusta a yeas kuit eus Isca Dumnoniorum evit en em staliañ en-dro e Glevum, en ur c'hreñvlech nevez.
Eus Glevum ezeas ar Romaned da vrezeliñ enep ar Silured hag an Ordovices, e Kembre hiziv.

Savet e voe Glevum da Colonia Nervia Glevensis en amzer Nerva, e 96-98 ha staget ouzh ar rannvro anvet Britannia Prima, gant Corinium (Cirencester) da gêr-benn.

Evel Corinium hag Aquae Sulis (Bath), e kouezhas Glevum etre daouarn ar Saksoned goude emgann Deorham, kollet gant ar Vretoned, er bloaz 577.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) 'The Online etymology Dictionary'. Kavet : 06 C'hwe 2022.