Dugelezh Breizh (galleg: Duché de Bretagne) a vez lavaret eus gouarnamant Breizh etre 939 ha 1547. Tachenn an dugelezh a oa hini Breizh istorel, gant Bro-Naoned. An dugelezh a oa bet savet goude ma voe skarzhet al luioù viking eus ar vro e 939. Distabil e oa an dugelezh en Xvet hag XIvet kantved, an duged a oa gwan gant ur galloud gwirion war o douaroù personel. Al liammoù a oa reoù en entremar gant Dugelezh Normandi. A-wechoù e oa kevredet an dugelezhioù, a-wechoù all evel e-pad ar brezel Norman-Breton (1064-1066) e-pad ren Konan II enebet ouzh Gwilherm II.

Dugelezh Breizh

Banniel dugelezh Breizh Skoed

Ger-stur
Brezhoneg: Kentoc’h mervel eget bezañ saotret

Latin: Potius mori quam fœdari
Galleg: Plutôt la mort que la souillure
A ma vie (ral)


Deiziadoù
Emgann Trans - 1añ a viz Eost 939

Stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall

- 13 a viz Eost 1547



Lec'hiadur dugelezh Breizh
Emdroadur Breizh en IXvet kantved

Herri II (Bro-Saoz) en doa aloubet Dugelezh Breizh e kreiz an XIIvet kantved ha deuet e oa da vezañ kont Naoned e 1158 goude ur skrid-emglev gant an Dug Konan IV. Mab Herri, Geoffrey, a oa deuet da vezañ dug dre an dimeziñ gant Konstanza Breizh, an dugezh dre hêrezh. Ar re Anjevined a oa chomet e penn betek ma vefe riñset o impaleriezh e norzh ar Frañs e 1204. Kurunenn Bro-C'hall a levezone an dugelezh breton peurrest an XIVvet kantved. Urzhioù monastek harpet gant an noblañs breizhat a oa emledet en dugelezh en XIvet ha XIIvet kantved, hag en XIIIvet kantved, ar c'hentañ urzhioù klasker-bara a oa bet krouet drezho o-unan er c'hêrioù penn. Brezel diabarzh a oa bet er XIVvet kantved, dre ma oa meur a gevezer o klask bezañ dug. An tuioù emgouestlet a zo harpet pe gant Rouantelezh Bro-C'hall pe gant hini Bro-Saoz.

Dishualded an dugelezh a oa aet da get da vat gant marv Frañsez II e 1488. Dre hêrezh e oa bet ar verc'h Anna Breizh e penn ar Stad, met ar roue Gall Charlez VIII en doa roet lamm d'e zimezi evit dimeziñ ganti. Dre-se roue Bro-C'hall a oa bet o ouzhpennañ an titl Dug Breizh – jure uxoris (dre Gwir ar wreg). Ar gurunenn dugel a oa bet unvanet gant hini Bro-C'hall e 1532 votet gant Stadoù Breizh goude marv ar rouanez Klaoda Bro-C'hall, an dugezh ziwezhañ. Ar vibien Frañsez III, Dug Breizh ha goude-se Herri II a oa kendalc'het da ren e stumm un unaniezh bersonel pa oa marvet an tad.

Gant an Dispac'h Gall, ha gant an nevezinitoù degaset gant ar gouarnamant c'hall adalek 1792 dreist-holl, an Dugelezh a zo rannet hervez sistem an departamantoù ha kendalc'het eo betek an deiz-ha-hiziv met tennet eo bet al Liger-Atlantel (Bro Naoned) gant ar Marichal Pétain d'an 19 a viz Ebrel 1941. Rann-vro melestradurel Breizh a zo chomet hep Bro Naoned, neuze ne talc'h ket harzoù istorel an dugelezh.