E-touez meur a ereadur all, alies a-walc'h e veze implijet un arouezenn ispisiel en dorn-skridoù e gresianek bizantek evit ober diouzh ar ar ger καί "ha(g)", skrivet Ȣ, da lâret eo un omikron (o) gant un upsilon (υ) war c'horre.

Awenet e oa bet gantañ ul lizherenn latin ispisial skrivet Ȣ, ȣ implijet gwechall evit skrivañ ar son [u] en algonkeg. Bremañ avat e reer kentoc'h gant an divc'hrafenn ou.

Gant al lizherenneg kirillek e veze implijet un ereadur damheñvel ivez: Ѹ (ouk).

Gwelit ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.