Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Dont a ra ar ger Mesiaz eus ar ger hebraek מָשִׁיחַ ( mashia'h) (en arameeg: משיחא (meshi'ha), en arabeg المسيح(Al-Masih)) a dalvez "an hini olevet".

E penn kentañ ar Bibl ze eo un den olevet, unan bet kensakret dre lid an olevadur gant ur profed eus Doue evit seveniñ ur garg. Da skouer ar rouaned Saoul ha David(a zo bet olevet gant Shmouel. S 16). Orin an eoul implijet e meur a lid (badeziant, kouzoumenn met sakr ar rouaned e meur a vro ivez...) eo. Ar ger Krist eus ar ger gresianek Χριστός a dalv olevet.

Gortoz ar Mezias a zo gortoz un dieuber politikel ha adaozer relijiel kaset gant Doue evit ar Yuzevien. Profeded o deus maget esper pobl Israel e donedigezh ar Mezias (Yeshaia dreist-holl (7, 13-17 ; 9,1-6 ; 11,1-9 ;26,16-17) met Mic'ha pe Zec'haria ivez...) a adsavo Israel ha Jeruzalem hag e tigaso ar peoc'h d'an holl voradoù a zeuio betek Sion da azeuliñ Doue.

Meur zoare a oa de welout ar Mezias : pe ur rener galloudus pe ur roue uvel ha peoc'hus met trec'h pe evel un den gwallgaset hag izelaet (Ye 53, Ze 9, 9-10)[1].

En Testamant Nevez e lavar Jezuz d'ar Beleg-meur ez eo ar Mezias, Mab an Den (Mk 14,60-62 , Lk 22,66), met nac'h a ra e vije politikel e gefridi pa oa kalz eus e genvroiz o c'hortoz unan a zieubfe Israel diouzh gwask ar Romaned. Pennadoù all evel Mk 8,27-30, a ziskouez anezhañ evel ar C'hrist.

Gwelet eo Jezuz evel ar Mezias gant ar Gristenien. Evit an Islam ez eo ur profed e-touez ar re bouezusañ (unan eus ar pemp brasañ) ha zoken evel ar Mezias karget da gas pobl Israel davet un emglev nevez met gant ur sell disheñvel war e natur. Evit ar Yuzevien n'eo ket ar Mezias estreget evit ur skourr bihan a "Yuzevegezh meziasel" a gaver er SUA dreist-holl.

Emañ ar gristenien ha ar vuzulmaned o c'hortoz distro Jezuz e dibenn an amzer.

Er yuzevegezh ez eus bet kalzik a dud o lavarout e oant ar Mesiaz a-hed ar c'hantvedoù. An hini brudetañ a vefe Sabbataï Tsevi a zisklerias bezañ ar Mesiaz e 1648 e-kerzh prantad gwashañ al lazhadegoù graet gant ar Gozaked.

Implijet e vez ar ger evit tud a soñje dezho bezañ salverien laik an denelezh. Broioù zo a ziskouez ivez en em welout evel "meziasel".

Daveoù

kemmañ
  1. Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, p 166